Petra an diaoul emañ an Ao. D o prientiñ ? Deuit d'an emvod hag e tisplego deoc'h laouen ! Met, e-keit se, penaos emañ an traoù gant Rozenn ha Kaelig ? Ha daoust hag ar person Yann-Vari a chomo bev ? Emgannoù, euzhviled, karantez ha kalz  muioc'h c'hoazh : setu ma vo diskuliet deoc'h seizhvet arvest avanturioù Kaelig Kelleg, brudetañ spier Breizh ! Stagit mat ho kouriz surentez rak ne vo ket diskuizhus an abadenn 'm eus aon !